E Brezhoneg

Brezhoneg, yezh varv ?

E deroù miz Genver en doa disklêriet Pierre Maille, prezidant kuzul-departamant Penn-ar-Bed, en ur pennad-kaoz gant ar gazetenn Ouest-France, « le breton a déjà disparu en tant que langue d’usage, à part pour un nombre réduit de locuteurs. » Abalamour da se, emezañ, n’en  deus ket departamant Penn-ar-Bed da ober muioc’h evit ar brezhoneg. Trawalc’h a vefe gant ar pezh a vez… Lire la suite →

Back-Hold a live uhel e Kemper

D’ar Sadorn 23 a viz C’hwevrer e vo dalc’het e Kemper ur genstrivadeg Back-Hold etrebroadel. Ouzhpenn Breizhiz a vo gwelet o c’hweziñ war ballennoù Penharz. Gourenerien varrekañ Europa a zo bet pedet gant Skol Gouren Kemper.  Stumm gouren Bro-Skos ha Kornôg Bro-Saoz (Cumbria) eo ar Back-Hold. Kenstrivadegoù e-leizh a vez eno e-pad an hañv. Unan diwar an daou stumm a… Lire la suite →

Deomp de’i 2013 prederiañ diwar-benn stourm ar yezh

D’an 19 a viz Genver e vo aozet breujoù « Deomp de’i » gant Kevre Breizh, e Karaez. An dalc’h zo lakaat ar gaoz war diazezoù ha palioù ar stourm evit adperc’hennañ hor yezh. Patrig Herve, prezidant ar gengevredigezh, a lavar hiroc’h. Perak bezañ dibabet aozañ breujoù « Deomp de’i » er mare-mañ ? « Deomp de’i » a oa anv manifestadeg miz Meurzh 2012 [s.o.… Lire la suite →

Red Cardell, kannaded sonerezh Breizh betek Harlem

Ur bloavezh gwall binvidik eo hini e 20 vloaz evit strollad sonerien Red Cardell : e miz Ebrel e oa bet embannet Falling in Love, ur bladenn bet sonvesket e New York gant un teknikour hag a gustum labourat gant arzourien vrudetañ ar bed. En hañv-mañ e oa bet kinniget ar grouidigezh Fest Rock gant Bagad Kemper e Gouelioù Kerne.… Lire la suite →

Lakaat a raint tan dezhi e Yaouank !

14vet festival Yaouank a vo kinniget e miz Du gant Skeudenn Bro-Roazhon. Abadennoù liesseurt a vo etre ar 1añ hag ar 17 a viz Du, e bro Roazhon. Degadoù a strolladoù sonerien a vo… En o zouez e vo Tan De’i, gant c’hwec’h plac’h leun a startijenn. Ur grouidigezh bet gourc’hemennet gant aozerien Yaouank eo Tan de’i, gant harp aozerien… Lire la suite →

Pennad-kaoz gant Martial Ménard

Bet rener ti-embann An Here, abaoe pell e pled gant ar geriaduriñ. Geriadurioù unyezhek brezhonek a oa bet embannet gantañ c’hoazh. O paouez embann ur pezhmell geriadur galleg-brezhoneg emañ, frouezh bloavezhioù labour. Evit piv eo ar geriadur nevez-mañ ha petra a zegaso d’al lennerien ? Dre-vras eo ur geriadur evit an holl, talvezout a ray d’ar re zo o kregiñ… Lire la suite →

Edouard Leclerc, tad ar gourmarc’hadoù

Boas omp hiziv an deiz ouzh ar gourmarc’hadoù ha diaes eo deomp krediñ eo bet disheñvel bed ar c’henwerzh, n’eus ket keit-se c’hoazh. Er bloaz-mañ eo aet d’an Anaon ur c’hrouer gourmarc’hadoù brudet, ha moarvat an embreger breton brudetañ dre ar bed : Edouard Leclerc. Nouspet prezegenn en e enor a zo deuet da-heul e varv, war an ton bras,… Lire la suite →

Ar c’hilt : dilhad ar pennoù kleiz

Ha penn kleiz a-walc’h e vioc’h evit gwiskañ ur c’hilt ? Sed ar pezh a vez goulennet e filmig-brudañ tresadenn-vev ziwezhañ studioioù Disney ha Pixar, Brave. N’eus ket da souezhiñ o klevet un hevelep goulenn digant Amerikaned. Kavet e vez gwiskamantoù a seurt-se en o stalioù abaoe un nebeud bloavezhioù, n’int ket holl kiltoù giz Skos avat. Estreget Skosiz a… Lire la suite →

Distro-skol 2012 gant harp an Ofis publik

Dibar eo an distroskol er bloaz-mañ evit ar skolioù brezhonek. Ar wech kentañ e oa da servijoù Ofis publik ar brezhoneg labourat war diorren ar c’helenn divyezhek e-touesk e gefridioù pennañ. Frouezhus eo bet hervez ar sifroù embannet evit poent : pevarzek lec’h nevez a vo digoret er mizmañ. Daouzek vloaz zo ne oa ket bet kement-all. Abaoe fin 2010… Lire la suite →

6 traezhenn da anavezout e Breizh

Gant 2 800 km aod ez eus peadra d’ober gant traezhennoù e Breizh. Gronnet etre Mor Breizh en norzh hag ar Meurvor Atlantel er su e kaver er vro kantadoù ha kantadoù a draezhennoù, ha reoù brudet en Europa a-bezh evel hini ar Baol da skouer. Reoù all, bihanoc’h met ken plijus all, a vo kinniget deoc’h amañ. Evidoc’h hon… Lire la suite →

FERMER
CLOSE