E Brezhoneg
-
Deomp da zumba !
Prestik e vo an hañv ha ma vez brav an amzer e c’helloc’h fringal gant ho tilhad kouronkañ nevezflamm. Yen-sklas eo bet ar goañv siwazh ha surmat ho peus kemeret un nebeud kiloioù. Ne lavaran ket kalz, met peadra evit ma vefec’h direnket o tiskouez un tamm eus ho kroc’hen lardet-mat. Dreist-holl pa weler Shakira o fringal war ar skrammoù pe c’hoazh merc’hed dispont o pavaniñ dirak Michel Telo pa gan Ai se eu te pego. Un tammig e mod-se on ha n’on ket gwall entanet gant ar fed heuliañ un hentenn doare Weight Watchers pe c’hoazh Dukan evit koll pouez. Evit lavarout ar wirionez n’on ket sirius nag aketus…
-
Istor Breizh evit an holl, un trec’h dudius war ar raksoñjoù
Betek bremañ e oa diaes lakaat Istor Breizh da vezañ anavezet gant ar brasañniver, gant tud eus kement rummad sokial pe rummad oad zo war un dro. N’eo ket gwir ken a-drugarez d’an Audio Histoire de Bretagne pour tous gant Jean-Jacques Monnier hag Olivier Caillebot. Istor Breizh a vo kontet deoc’h e-kerzh 80 pennadig-kaoz, war peder fladenn, hag ur gaer a levrig evit gouzout hiroc’h. Diwar ar 5 000 skouerenn bet embannet gant Skol Vreizh ez eus bet gwerzhet an hanter en ur ober daou viz. Kement prezegenn pe sonadeg bet aozet da-heul en deus graet berzh bras. En ul levrdi e Gwened eo ar best-seller er mare-mañ, da skouer.…
-
Pretioù ar Galon
Abaoe an 29 a viz Meurzh eo echu koulzad goañv Les Restos du Coeur. Gellout a reer menegiñ ez eus bet degemeret er bloaz-mañ e Frañs ouzhpenn 900 000 den bemdez hag ez eus bet servijet 115 milion a bredoù dindan pevar miz. 200 000 den ouzhpenn zo bet degemeret dindan pevar bloaz. E Breizh ez eus bet degemeret ouzhpenn 50 000 a dud hag ez eus bet servijet kazi 6 milion a bredoù. Un niver a gresk ingal a-hed ar bloavezhioù siwazh. N’eo ket an hevelep kudennoù hag ar re a oa 25 bloaz zo gant an negez boued, met dre faot an enkadenn arc’hant kentoc’h, gant kevratoù labour…







