Étiquette : brezhoneg

Edouard Leclerc, tad ar gourmarc’hadoù

Boas omp hiziv an deiz ouzh ar gourmarc’hadoù ha diaes eo deomp krediñ eo bet disheñvel bed ar c’henwerzh, n’eus ket keit-se c’hoazh. Er bloaz-mañ eo aet d’an Anaon ur c’hrouer gourmarc’hadoù brudet, ha moarvat an embreger breton brudetañ dre ar bed : Edouard Leclerc. Nouspet prezegenn en e enor a zo deuet da-heul e varv, war an ton bras,… Lire la suite →

Distro-skol 2012 gant harp an Ofis publik

Dibar eo an distroskol er bloaz-mañ evit ar skolioù brezhonek. Ar wech kentañ e oa da servijoù Ofis publik ar brezhoneg labourat war diorren ar c’helenn divyezhek e-touesk e gefridioù pennañ. Frouezhus eo bet hervez ar sifroù embannet evit poent : pevarzek lec’h nevez a vo digoret er mizmañ. Daouzek vloaz zo ne oa ket bet kement-all. Abaoe fin 2010… Lire la suite →

6 traezhenn da anavezout e Breizh

Gant 2 800 km aod ez eus peadra d’ober gant traezhennoù e Breizh. Gronnet etre Mor Breizh en norzh hag ar Meurvor Atlantel er su e kaver er vro kantadoù ha kantadoù a draezhennoù, ha reoù brudet en Europa a-bezh evel hini ar Baol da skouer. Reoù all, bihanoc’h met ken plijus all, a vo kinniget deoc’h amañ. Evidoc’h hon… Lire la suite →

Istor Breizh evit an holl, un trec’h dudius war ar raksoñjoù

Betek bremañ e oa diaes lakaat Istor Breizh da vezañ anavezet gant ar brasañniver, gant tud eus kement rummad sokial pe rummad oad zo war un dro. N’eo ket gwir ken a-drugarez d’an Audio Histoire de Bretagne pour tous gant Jean-Jacques Monnier hag Olivier Caillebot. Istor Breizh a vo kontet deoc’h e-kerzh 80 pennadig-kaoz, war peder fladenn, hag ur gaer… Lire la suite →

Pretioù ar Galon

Abaoe an 29 a viz Meurzh eo echu koulzad goañv Les Restos du Coeur. Gellout a reer menegiñ ez eus bet degemeret er bloaz-mañ e Frañs ouzhpenn 900 000 den bemdez hag ez eus bet servijet 115 milion a bredoù dindan pevar miz. 200 000 den ouzhpenn zo bet degemeret dindan pevar bloaz. E Breizh ez eus bet degemeret ouzhpenn… Lire la suite →

FERMER
FERMER