Distro-skol 2012 gant harp an Ofis publik

Dibar eo an distroskol er bloaz-mañ evit ar skolioù brezhonek. Ar wech kentañ e oa da servijoù Ofis publik ar brezhoneg labourat war diorren ar c’helenn divyezhek e-touesk e gefridioù pennañ. Frouezhus eo bet hervez ar sifroù embannet evit poent : pevarzek lec’h nevez a vo digoret er mizmañ. Daouzek vloaz zo ne oa ket bet kement-all.

Distro-skol

Abaoe fin 2010 emañ lod eus implijidi an Ofis publik o plediñ gant frammañ diorren ar c’helenn divyezhek. Gant distro- skol ar bloavezh 2012-2013 emañ an Ofis gant e vloavezh leun kentañ war an dachenn-se. D’an 29 a viz Eost e oa bet kinniget disoc’h al labour-se e-kerzh un emvod-kelaouiñ gant prezidantez an Ofis, Lena Louarn, hag ar rener Fulup Jakez.
Pevarzek lec’h kelenn nevez a vo digoret er bloaz-mañ neuze : seizh er publik, pevar er prevez ha teir skol Diwan. An hanter nebeutoc’h a oa bet bloaz zo. Souezhusoc’h zo zoken : an eil gwezh en istor ar c’helenn publik eo e vefe digoret seizh lec’h nevez. En deskadurezh katolik e ranker sellet en-dro er bloavezh 2005 evit kaout ar memes sifr. Seitek vloaz zo ne oa ket bet digoret teir skol war un dro gant Diwan. « War gresk eo aet ar c’helenn divyezhek bep bloaz abaoe 1977 » eme Fulup Jakez. « Abaoe pevar pe pemp bloaz avat e oa gorrekaet al lusk ». Tri lec’h nevez a oa bet hepken e 2008 da skouer.

Lec’hioù nevez e breizh a-bezh

Er pemp departamant e vo digoradurioù. E Penn-ar-Bed e vo ar muiañ anezho : Brest, Sant-Tegoneg, Pluguen, Molan (publik), Konk-Kerne, Lokmaria-Plouzane (prevez) ha Landivizio (Diwan). Brav ar jeu er Mor-Bihan gant tri lec’h nevez : Langoned, Plunered (publik) hag an Alre (prevez). Div skol nevez a vo gant Diwan el Liger-Atlantel, e Pornizh hag un eil lec’h e Naoned. En Aodoù-an-Arvor hag en Il-ha- Gwilen eo startoc’h an traoù, gant ul lec’h nevez evit pep hini anezho, e Kallag (publik) hag e Kastell-Bourc’h (prevez). « E Penn-ar-Bed emañ an hanter eus an digoradurioù » eme Fulup Jakez. « Ma vez startijenn en ur c’horn-bro gant ar skolioù brezhonek, e kresk ar startijenn-se ». Er c’hontrol, e lec’h ma’z eus skoilhoù e vez start digeriñ lec’hioù nevez. N’eus nemet tud Diwan a zeu a-benn da zigeriñ skolioù el Liger-Atlantel evit poent. Start-kenañ eo evit an holl rouedadoù en Aodoù-an-Arvor hag en Il-ha-Gwilen, evit abegoù politikel ha melestradurel alies-mat (diaesterioù evit kaout bod, pe disfiz ar skipailhoù kelenn unyezhek).

War-zu ar 15 000 skoliad

Etre 600 hag 800 skoliad ouzhpenn a zlefe bezañ er bloaz-mañ, da lavaret eo emañ tost an niver a 15 000 skoliad. Mat eo gwelet ivez e oa bet tremenet an niver a skolaerien divyezhek dreist da 800 e 2011.

Tennet eo ar pennad-se eus ar gelaouenn Bremañ, ar gelaouenn viziek hollvrezhonek. Klikit war al liamm-se evit koumanantiñ da Vremañ

Apprenez le breton : En six mois c’est possible !

Articles similaires :

FERMER
FERMER