Pretioù ar Galon

Abaoe an 29 a viz Meurzh eo echu koulzad goañv Les Restos du Coeur. Gellout a reer menegiñ ez eus bet degemeret er bloaz-mañ e Frañs ouzhpenn 900 000 den bemdez hag ez eus bet servijet 115 milion a bredoù dindan pevar miz. 200 000 den ouzhpenn zo bet degemeret dindan pevar bloaz.

restos

E Breizh ez eus bet degemeret ouzhpenn 50 000 a dud hag ez eus bet servijet kazi 6 milion a bredoù. Un niver a gresk ingal a-hed ar bloavezhioù siwazh. N’eo ket an hevelep kudennoù hag ar re a oa 25 bloaz zo gant an negez boued, met dre faot an enkadenn arc’hant kentoc’h, gant kevratoù labour diasur, gant tud yaouank en tu-mañ da 25 bloaz ha ne c’hellont ket degemer ar c’horvoder kengred oberiant (KOKEO), pe c’hoazh tud gant ul leve re izel. E Frañs e vev ouzhpenn 8 milion a dud dindan feur ar baourentez

ESTREGET AR BOUED

Pa oa bet krouet ar gevredigezh gant Coluche e 1985 e soñje dezhañ ne badfe ket pell. Sikour ha skoazellañ ar re en dienez e oa an dalc’h, en ur reiñ predoù digoust da skouer, met ivez skoazellañ anezho en o c’henemprañ sokial hag ekonomikel. Ha stourm a-enep ar baourentez n’eus forzh peseurt stumm e vefe. Da lavaret eo, ouzhpenn ar boued a veze kinniget, krouet e oa bet ivez pretioù-babigoù ar galon evit ma vefe sikouret ar mammoù ha tadoù en dienez gant amiegezed pe klañvdiourezed. Pouezus e oa krouiñ darempredoù a fiziañs etre ar re a glaske sikour hag an dud a youl vat. Ul lec’h eskemm e oa evit selaou ha skoazellañ ar re o doa ezhomm. Ar c’henemprañ a dremen ivez dre ul lojeiz hag ul labour. Neuze ez eus bet kinniget lec’hioù herberc’hiañ difrae pe un degemer war hir dermen evit ar re o devez ezhomm amzer evit sevel kein en-dro. Deskiñ a ra an dud bevañ a-stroll, kinniget e vez dezho pleustriñ war micherioù zo (en un atant pe war al liorzhañ da skouer).

Kevratoù skoazellet zo bet lakaet e plas ivez evit al labour, rak seul vuioc’h e chomer er gêr, seul diaesoc’h eo kregiñ e-barzh. Roet e vez fiziañs en dud evit ma kredfent enno o-unan, deskiñ a reont labourat a-stroll hag heuliañ ul lusk a glot gant ar vuhez labour. Evit gellout bevañ ha labourat en un doare dereat e Frañs e ranker mestroniañ ar galleg. Diwar neuze ez eus bet krouet stalioù-labour evit an dud deuet da beurzeskiñ galleg. Gellout a reont tremen an DIFL goude-se.

Ar vugale ivez a vez kemeret e karg gant studierien, pe retredidi an deskadurezh, evit sikour anezho gant al labour skol, reiñ dezho alc’hwezioù evit deskiñ, ha chom hep anavezout an dienez bevet gant o zud. Kinniget e vez ivez diduamantoù, hervez barregezh an dud a youl vat. Un digarez brav da anavezout an dud all, da skoulmañ darempredoù ha mont er-maez eus un endro trist ha du.

SEUL VUIOC’H A BREDOÙ ROET, SEUL VUIOC’H A ARC’HANT RASTELLET

Muioc’h-mui a dud a sko ouzh dorioù Pretioù ar galon, siwazh. Eürusamant e vez brokusoc’h an donezonerien. Kazi 20 % a arc’hant ouzhpenn zo bet rastellet er bloaz-mañ e-keñver warlene. Muioc’h a voued zo bet dastumet d’an 9 ha d’an 10 a viz Meurzh er gourmarc’hadoù ivez. Cheñchet eo spered an donezonerien. Hervezo, en deiz a hiziv, e c’hellfe n’eus forzh piv goulenn sikour digant Pretioù ar galon. Ken diasur eo an ekonomiezh e Breizh hag e Frañs, ken eo aes koll e labour, pe c’hoazh un disparti a c’hell cheñch penn d’ar vazh en ur familh.

Tennet eo ar pennad-se eus ar gelaouenn Bremañ, ar gelaouenn viziek hollvrezhonek. Klikit war al liamm-se evit koumanantiñ da Vremañ

Apprenez le breton : En six mois c’est possible !

Articles similaires :

FERMER
FERMER