Brezhoneg, yezh varv ?

E deroù miz Genver en doa disklêriet Pierre Maille, prezidant kuzul-departamant Penn-ar-Bed, en ur pennad-kaoz gant ar gazetenn Ouest-France, « le breton a déjà disparu en tant que langue d’usage, à part pour un nombre réduit de locuteurs. »

Deomp De'i

Abalamour da se, emezañ, n’en  deus ket departamant Penn-ar-Bed da ober muioc’h evit ar brezhoneg. Trawalc’h a vefe gant ar pezh a vez graet betek-henn: gant ur budjed 2,2 vilion a euroioù, digemm abaoe meur a vloaz, e vez skoazellet ar c’helenn, dreist-holl, dre skoaziadennoù da gevredigezhioù eus an departamant. N’en defe ket departamant Penn-ar-Bed, hervez Pierre Maille, da glask ober eus ar brezhoneg ur yezh implijet muioc’h er vuhez, evel ma vez graet evit yezhoù evel  ar c’hembraeg pe ar c’hatalaneg, emezañ  c’hoazh.

Un tamm reuz

Un tamm reuz o deus graet ar c’homzoù-se e Penn-ar-Bed. Ret eo lavaret ivez e teu ar c’homzoù-se goude ma vefe bet kren-net ar skoazell roet d’ar brezhoneg gant an departamant-se ha ne gresk ket ken ar sammad arc’hant lakaet evit ar brezhoneg e budjed an departamant abaoe un nebeud bloavezhioù. E diskar-amzer 2012, da skouer, e oa bet divizet gant ar  c’huzul-departamant paouez da arc’han-tañ ar Glaskerien ha Treizherien Soñjoù, a laka ar vugale a zesk brezhoneg er skol e darempred gant tud deuet a zo ar brezhoneg o yezh kentañ. Hag en diavaez eus tachenn ar skolioù (Diwan, kentelioùigoù e klasoù zo, er skolioù kentañ derez), ne ra ket an departamant kement-se a draoù evit ar brezhoneg, estreget lakaat enskrivadurioù e brezhoneg war ar panelloù-hent.

Respontoù

E-touez an dud o deus respontet da zisklêriadennoù Pierre Maille hag a zo bet embannet o c’homzoù a-wel d’an holl, e c’haller menegiñ Charlie Grall, eus Karaez, en deus skrivet e oa komzoù prezidant Penn-ar-Bed « un taol kontell ouzhpenn » da ziskar ar brezhoneg. Lizhiri all zo bet kaset da Bierre Maille c’hoazh: gant Andrev Lavanant, prezidant kozh Diwan, gant Div Yezh, gant Kevre Breizh, gant  Ai’ta… An holl anezho o kavout abeg e komzoù prezidant ar c’huzul-departamant hag o c’houlenn ur politikerezh mennet da gas hor yezh war-raok. Ha goulenn a rae Andrev Lavanant ivez daoust ha komz a rae Pierre Maille en e anv personel pe en anv dilennidi all an departamant, rak n’eus bet diviz ebet war se e-touez izili ar c’huzul-departamant. Un tammig manifestadeg a oa bet aozet war ar prim ivez dirak ti an departamant da-geñver abadenn an hetoù, d’ar 17 a viz Genver.

Soñjoù ar bolitikourien

E-touez ar bolitikourien avat n’eus ket bet kement a dud o sevel o mouezh. « Komzoù  mezhus » a rae UDB eus komzoù Pierre  Maille, met n’hon eus ket gwelet pennadoù embannet gant strolladoù politikel  oc’h embann sklaer ur soñj disheñvel  diouzh ar c’homzoù-se. Un den avat en deus kemeret ar gaoz en un doare sklaer war ar poent-se: Andrev ar Gag, kuzulier kozh kanton Daoulaz, hag a oa karget eus ar brezhoneg er c’huzul-departamant etre 1998 ha 2011. Hervezañ ez eus bet graet traoù mat en amzer dremenet met bremañ eo sac’het an traoù, n’eont ket war-raok  ken, abalamour ma n’eus « den ebet ken » karget eus teuliad ar brezhoneg en departamant. En emvod ar c’huzul, e miz C’hwevrer e oa bet lakaet ar gaoz war budjed ar brezhoneg ha difennet e oa bet ar politikerezh a zo bremañ gant an departamant gant div zilennadez eus ar Strollad Sokialour: Maryvonne Blondin ha Chantal Simon-Guillou. Ne oa bet klevet nemet kuzulierez Brieg, Yvonne Guillou (UMP), o kavout abeg e komzoù Pierre Maille hag o tisklêriañ « vous reléguez le breton au rang de relique. »

Prientiñ digresk ar skoaziadoù ?

En em c’houlenn a c’haller petra a felle da Bierre Maille lavaret en e bennad-kaoz gant Ouest-France. Met pa weler en doa divizet departamant Penn-ar-Bed paouez da arc’hantañ ar Glaskerien ha Treizherien Soñjoù e 2012, pe ar skoazelloù d’an embann pe d’ar c’hoariva e brezhoneg, er bloavezh-se ivez, e c’haller soñjal e klask en em zidamall, ha reiñ abegoù evit digreskiñ ar skoazell d’ar brezhoneg, bremañ ha marteze muioc’h c’hoazh en amzer da zont.

Tennet eo ar pennad-se eus ar gelaouenn Bremañ, ar gelaouenn viziek hollvrezhonek. Klikit war al liamm-se evit koumanantiñ da Vremañ.

Apprenez le breton : En six mois c’est possible !

Articles similaires :

FERMER
CLOSE