-
Brezhoneg, yezh varv ?
E deroù miz Genver en doa disklêriet Pierre Maille, prezidant kuzul-departamant Penn-ar-Bed, en ur pennad-kaoz gant ar gazetenn Ouest-France, « le breton a déjà disparu en tant que langue d’usage, à part pour un nombre réduit de locuteurs. » Abalamour da se, emezañ, n’en deus ket departamant Penn-ar-Bed da ober muioc’h evit ar brezhoneg. Trawalc’h a vefe gant ar pezh a vez graet betek-henn: gant ur budjed 2,2 vilion a euroioù, digemm abaoe meur a vloaz, e vez skoazellet ar c’helenn, dreist-holl, dre skoaziadennoù da gevredigezhioù eus an departamant. N’en defe ket departamant Penn-ar-Bed, hervez Pierre Maille, da glask ober eus ar brezhoneg ur yezh implijet muioc’h er vuhez, evel ma vez graet…
-
Back-Hold a live uhel e Kemper
D’ar Sadorn 23 a viz C’hwevrer e vo dalc’het e Kemper ur genstrivadeg Back-Hold etrebroadel. Ouzhpenn Breizhiz a vo gwelet o c’hweziñ war ballennoù Penharz. Gourenerien varrekañ Europa a zo bet pedet gant Skol Gouren Kemper. Stumm gouren Bro-Skos ha Kornôg Bro-Saoz (Cumbria) eo ar Back-Hold. Kenstrivadegoù e-leizh a vez eno e-pad an hañv. Unan diwar an daou stumm a ya d’ober kampionad Europa ar gourenoù keltiek eo ivez, gant gouren mod Breizh evel-just. AR BACK-HOLD Disheñvel-krenn eo ar Back-Hold diouzh hor gouren dre ma vez ur gward rediet, hag unan hepken. Tal-ouzh-tal e krog an daou c’hourener, daoulin dambleget, kein eeun, ha stagañ a reont pep hini o divrec’h…
-
Deomp de’i 2013 prederiañ diwar-benn stourm ar yezh
D’an 19 a viz Genver e vo aozet breujoù « Deomp de’i » gant Kevre Breizh, e Karaez. An dalc’h zo lakaat ar gaoz war diazezoù ha palioù ar stourm evit adperc’hennañ hor yezh. Patrig Herve, prezidant ar gengevredigezh, a lavar hiroc’h. Perak bezañ dibabet aozañ breujoù « Deomp de’i » er mare-mañ ? « Deomp de’i » a oa anv manifestadeg miz Meurzh 2012 [s.o. Bremañ niv. 365 ha 367], lec’h ma oa deuet 12 000 den evit difenn ar brezhoneg hag ar gallaoueg. Pa vez bodet kement-se a dud, e vez keuz goude da chom hep bezañ gouest da vont pelloc’h. Alies e vez klevet tud o lârout : « Mont da vanifestiñ ur wech…
-
Red Cardell, kannaded sonerezh Breizh betek Harlem
Ur bloavezh gwall binvidik eo hini e 20 vloaz evit strollad sonerien Red Cardell : e miz Ebrel e oa bet embannet Falling in Love, ur bladenn bet sonvesket e New York gant un teknikour hag a gustum labourat gant arzourien vrudetañ ar bed. En hañv-mañ e oa bet kinniget ar grouidigezh Fest Rock gant Bagad Kemper e Gouelioù Kerne. Ul levr zo bet lakaet er gouloù gant Palantines ivez, hag a gont en un doare dibar buhez hir ar strollad rock. E 1990 e oa bet savet Penfleps, ur meskaj sonerien hengounel, bal ha punk ! E 1992 e oa bet rannet etre daou strollad : diouzh un tu…
-
Lakaat a raint tan dezhi e Yaouank !
14vet festival Yaouank a vo kinniget e miz Du gant Skeudenn Bro-Roazhon. Abadennoù liesseurt a vo etre ar 1añ hag ar 17 a viz Du, e bro Roazhon. Degadoù a strolladoù sonerien a vo… En o zouez e vo Tan De’i, gant c’hwec’h plac’h leun a startijenn. Ur grouidigezh bet gourc’hemennet gant aozerien Yaouank eo Tan de’i, gant harp aozerien fest-noz Cachan. « Bepred ez eus bet merc’hed o plediñ gant sonerezh Breizh » eme C’hlenn Jegou, pennaozer Yaouank, « met ne weler ket anezho kement hag ar baotred war al leurennoù pe o vont war ar vicher« . Deuet e oa neuze ar soñj gantañ, Delphine Florez (akordeoñs) ha Yuna Leon (violin) da…
-
Pennad-kaoz gant Martial Ménard
Bet rener ti-embann An Here, abaoe pell e pled gant ar geriaduriñ. Geriadurioù unyezhek brezhonek a oa bet embannet gantañ c’hoazh. O paouez embann ur pezhmell geriadur galleg-brezhoneg emañ, frouezh bloavezhioù labour. Evit piv eo ar geriadur nevez-mañ ha petra a zegaso d’al lennerien ? Dre-vras eo ur geriadur evit an holl, talvezout a ray d’ar re zo o kregiñ gant ar brezhoneg dre ma vez sklaer ar c’hinnig. D’ar re all e vo spletus ober gantañ ivez, ar re a ra troidigezhioù, ar re o deus ezhomm gouzout traoù resis, ha pa vefe liveoù yezh, tachennoù liesseurt, troioùlavar, krennlavarioù, troiennoù… Un doare da builhañ ha resisaat o yezh ez…
-
Edouard Leclerc, tad ar gourmarc’hadoù
Boas omp hiziv an deiz ouzh ar gourmarc’hadoù ha diaes eo deomp krediñ eo bet disheñvel bed ar c’henwerzh, n’eus ket keit-se c’hoazh. Er bloaz-mañ eo aet d’an Anaon ur c’hrouer gourmarc’hadoù brudet, ha moarvat an embreger breton brudetañ dre ar bed : Edouard Leclerc. Nouspet prezegenn en e enor a zo deuet da-heul e varv, war an ton bras, gant mediaoù meur koulz e Breizh, koulz e Pariz, hag en estrenvro zoken. Peseurt den e oa, ha petra en deus graet ? Taolomp ur sell eta. N’eo ket souezh e oa bet savet an asagn E. Leclerc e Leon, ur vro merket-mat gant ar spered embreger, ur vro e-lec’h…
-
Ar c’hilt : dilhad ar pennoù kleiz
Ha penn kleiz a-walc’h e vioc’h evit gwiskañ ur c’hilt ? Sed ar pezh a vez goulennet e filmig-brudañ tresadenn-vev ziwezhañ studioioù Disney ha Pixar, Brave. N’eus ket da souezhiñ o klevet un hevelep goulenn digant Amerikaned. Kavet e vez gwiskamantoù a seurt-se en o stalioù abaoe un nebeud bloavezhioù, n’int ket holl kiltoù giz Skos avat. Estreget Skosiz a vez gwisket klitoù ganto. Ijinet ez eus bet seurtoù tartan evit tud all, tud eus ar broioù keltiek evel-just, Iwerzhoniz, Kembreiz, Manaviz, Kerneveuriz ha Breizhiz abaoe ar bloavezhioù 2000 [s.o. Bremañ, niv. 277, miz Du 2004], Galiziz zoken, met ivez Normaned, Suised hag Estoniz. Marc’had hag hengoun Ur marc’had frouezhus…
-
Distro-skol 2012 gant harp an Ofis publik
Dibar eo an distroskol er bloaz-mañ evit ar skolioù brezhonek. Ar wech kentañ e oa da servijoù Ofis publik ar brezhoneg labourat war diorren ar c’helenn divyezhek e-touesk e gefridioù pennañ. Frouezhus eo bet hervez ar sifroù embannet evit poent : pevarzek lec’h nevez a vo digoret er mizmañ. Daouzek vloaz zo ne oa ket bet kement-all. Abaoe fin 2010 emañ lod eus implijidi an Ofis publik o plediñ gant frammañ diorren ar c’helenn divyezhek. Gant distro- skol ar bloavezh 2012-2013 emañ an Ofis gant e vloavezh leun kentañ war an dachenn-se. D’an 29 a viz Eost e oa bet kinniget disoc’h al labour-se e-kerzh un emvod-kelaouiñ gant prezidantez an…
-
6 traezhenn da anavezout e Breizh
Gant 2 800 km aod ez eus peadra d’ober gant traezhennoù e Breizh. Gronnet etre Mor Breizh en norzh hag ar Meurvor Atlantel er su e kaver er vro kantadoù ha kantadoù a draezhennoù, ha reoù brudet en Europa a-bezh evel hini ar Baol da skouer. Reoù all, bihanoc’h met ken plijus all, a vo kinniget deoc’h amañ. Evidoc’h hon eus dibabet c’hwec’h anezho. Aod an Dimezelled (29) Anavezet e vez an draezhenn-se dre hec’h anv gallek ivez : La grève des Dames. Pironig eo anv gwirion an draezhenn-se hag e fin an 19vet kantved ez ae dimezelled d’an draezhenn-mañ, se zo kaoz e oa bet roet an anv-se. Un…









