Pennad-kaoz gant Martial Ménard

Bet rener ti-embann An Here, abaoe pell e pled gant ar geriaduriñ. Geriadurioù unyezhek brezhonek a oa bet embannet gantañ c’hoazh. O paouez embann ur pezhmell geriadur galleg-brezhoneg emañ, frouezh bloavezhioù labour.

Martial Menard
Ur geriadur nevez zo bet savet gant Martial Ménard.

Evit piv eo ar geriadur nevez-mañ ha petra a zegaso d’al lennerien ?

Dre-vras eo ur geriadur evit an holl, talvezout a ray d’ar re zo o kregiñ gant ar brezhoneg dre ma vez sklaer ar c’hinnig. D’ar re all e vo spletus ober gantañ ivez, ar re a ra troidigezhioù, ar re o deus ezhomm gouzout traoù resis, ha pa vefe liveoù yezh, tachennoù liesseurt, troioùlavar, krennlavarioù, troiennoù… Un doare da builhañ ha resisaat o yezh ez eo, a-raok lakaat e fri er yezhadurioù.
Gant spered Frañsez Vallée eo ez eo bet graet al labour. Skouerioù a bep seurt a gaver ennañ, ha pa vefe skouerioù lennegel, klasel, luc’haj, yezh ar vugale, yezh ar pemdez, geriaoueg gros, skiantel, fentus… Gant an dister ma’z eo stad ar brezhoneg hiziv e oa ezhomm kas ar seurt labour-se da benn. N’en doa ket ezhomm Vallée lakaat kement a draoù d’ar mare ma skrivas e c’heriadur, diwar-benn arver an araogennoù da skouer. Moarvat e vefe par ar geriadur nevez-mañ d’an Harrap’s (saoznek), fonnusoc’h zoken an danvez anezhañ, hag e-se ur skouer evit ar yezhoù nebeutoc’h komzet all er C’hwec’hkogn.

Diwar betra eo deuet ar soñj da sevel al labour-se ?

Mare zo bet, e-kerz emvodoù Kuzul ar Brezhoneg, e oa bet stadet ne oa mui a c’heriadur divyezhek efedus ebet, warbouez hini Vallée, zoken hini ar Glev, un tamm diaes d’ober gantañ ha diouer tachennoù zo. Er re all, brezhoneg-galleg ha galleg-brezhoneg, pouezusoc’h eo al lodenn gentañ, pa vez disteroc’h al lodenn galleg-brezhoneg. Se zo kaoz eo bet graet galleg-brezhoneg nemetken.
Ul labour dastum a ran abaoe 30 vloaz, savet ur c’heriaoueg evidon va-unan e-kichen e-ser dastum traoù all. Loc’het on neuze diwar va labour, diwar skouer Larousse, Robert, Littré… Evit sevel un destladur war-dro 50 000 ger, mui diwar al labourioù geriaduriñ graet en a-raok gant ar geriadurioù unyezhek.

E pe urzh e oa bet graet al labourioùse ?

N’am boa rakwelet urzh ebet, deuet eo diouzh ma teue. Mil-ezhomm a oa eus ar geriadur-mañ, ha pa vefe hiziv pe 10 vloaz zo.

Graet ez eus bet ul labour termeniñ ivez ? Gant pe zibaboù ?

Labour ur geriadur unyezhek eo kentoc’h. Unan divyezhek zo e gefridi degas kevatalioù. Diazezet eo bet al labour diwar hini tud Preder, klotañ a ra peurvuiañ an dibaboù gant o re, met diwar labourioù ar re all ivez, diouzh an implij, evel kinnigoù Ofis Publik ar Brezhoneg. Notomp e vo kavet ar ger brezhonek mui ar furm etrebroadel.

Penaos eo bet kont a-fet embann ?

Tri mil skouerenn zo bet tennet. Gant an ti-embann Palantines em boa kenlabouret dija evit embann ul levr diwar-benn Yves Tanguy e brezhoneg, ha ne vije ket bet tu d’en ober hepto. Ur c’henlabour don neuze evit embann levrioù brezhonek kaer ha talvoudus.

Petra zo war ar stern ganit ?

Va labour dastum a gendalc’han gantañ. Oc’h adsevel Geriadur Istorel ar Brezhoneg Roparz Hemon emaon, gant ar soñj d’e lakaat keflinenn, a-benn e glokaat, puilhañ da c’houde. Kenderc’hel a ran gant al levrioù bihan, diwar-benn an touadelloù da skouer. Ha Levr Bras an Ankoù, e stumm Alc’houez Bras ar Baradoz Vihan, o plediñ gant kement doare ar Vretoned d’ober anv eus ar marv.

Petra a ra diouer, peseurt benveg a vank evit ar brezhoneg en deiz a hiziv ?

Ezhomm zo eus ur yezhadur hollek e brezhoneg a gemerfe lec’h hini Kervella. Ha geriadurioù unyezhek evit ar skolidi kentañ derez hag ar skolajidi.

Tennet eo ar pennad-se eus ar gelaouenn Bremañ, ar gelaouenn viziek hollvrezhonek. Klikit war al liamm-se evit koumanantiñ da Vremañ

Apprenez le breton : En six mois c’est possible !

Articles similaires :

FERMER
CLOSE