Gant 2 800 km aod ez eus peadra d’ober gant traezhennoù e Breizh. Gronnet etre Mor Breizh en norzh hag ar Meurvor Atlantel er su e kaver er vro kantadoù ha kantadoù a draezhennoù, ha reoù brudet en Europa a-bezh evel hini ar Baol da skouer. Reoù all, bihanoc’h met ken plijus all, a vo kinniget deoc’h amañ. Evidoc’h hon eus dibabet c’hwec’h anezho.
Aod an Dimezelled (29)
Anavezet e vez an draezhenn-se dre hec’h anv gallek ivez : La grève des Dames. Pironig eo anv gwirion an draezhenn-se hag e fin an 19vet kantved ez ae dimezelled d’an draezhenn-mañ, se zo kaoz e oa bet roet an anv-se. Un draezhenn familh eo kentoc’h.
Perzhioù mat : an dremmvro, a vez gwelet eus kreiz-kêr, ur preti zo war ar roc’h a-us d’an draezhenn, Le bigorneau amoureux. Boull e vez an dour peurvuiañ.
Perzhioù fall : bihan a-walc’h eo ha da vare ar reverzhioù bras ez a an draezhenn diwar-wel.
Sant KouloUm – Ouf Gwesklin (35)
War an draezhenn-se e oa en em gavet Sant Koulman ar manac’h iwerzhonat e-tro ar bloaz 580. Kastell Gwesklin, savet war un enezenn vihan a-geñver d’an draezhenn, eo dibarded al lec’h-se. Peurvuiañ e vez gwelet familhoù o tont eus Roazhon war an draezhenn-mañ. Da vare an daere e c’haller mont betek enezenn kastell Gwesklin war droad.
Perzhioù mat : an dremmvro gant an enezenn. A-bell e c’haller gwelet aodoù ledenez ar C’hotentin.
Perzhioù fall : yen an dour (Mor Breizh an hini eo), n’eo ket aes parkañ e garr-tan met kirri-boutin a vez ingal etre Sant-Maloù ha Kankaven hag a dremen dre an draezhenn (linenn 10).
Sant-Nazer – La Courance (44)
Un draezhenn e Sant-Nazer ? Biskoazh kement-all ! Arabat faziañ, estreget chanterioù hag ur pont zo e Sant-Nazer, traezhennoù zo ivez evel-just. Traezhenn La Courance zo brudet e Breizh evit bezañ unan eus ar gwellañ spotoù surf ha boadyboard. Gwagennoù bras a-walc’h a vez ha plijus eo an dra-se e gwirionez. Emañ an draezhenn-se e karter Sant-Mark, unan eus karterioù kêr Sant-Nazer. Eus Sant- Nazer d’an draezhenn e c’haller mont gant ur c’harr-boutin (linenn 40).
Perzhioù mat : ar gwagennoù. Gwelloc’h bezañ plijet ganto !
Perzhioù fall : ne vez ket boull-tre an dour peurvuiañ dre m’eo tost-tre an draezhenn ouzh aber al Liger.
Enez-Tudi – Traezhenn an Tevenn (29)
« Traezhenn Gemperiz » a vez graet eus homañ. Lec’hiet eo war ur c’hourenez vihan e-tal parrez Loktudi, er Vro-Vigoudenn eta. Un draezhenn gaer eo, hir-spontus, gant traezh eus ar c’hentañ hag ur parklec’h koadek adreki. Evit distanañ e c’heller mont da bourmen a-hed ar barrez ivez : dispar evit ar familhoù. En hañv e c’heller mont di eus kêr-benn Gernev gant kirri-boutin.
Perzhioù mat : an traezh, an endro hag an dienn-skorn war-lerc’h ur valeadenn gaer !
Perzhioù fall : sioul ar mor, re blaen an draezhenn evit lod, moarvat.
Tregon – Traezhenn ar Valum/Beg Trevignon (29)
Brudet eo deuet lesanv an draezhennmañ da vezañ, ken e c’heller lenn anezhañ war ar banell bremañ. N’it ket da glask al loen divent avat, rak ur roc’h e-kreiz an dour eo ar valum-se ! Un draezhenn ouez a-walc’h eo, n’eus nemet un nebeudig tiez a-dreñv an tevenn. Eus porzh Trevignon e c’heller mont di war droad, pa zeuer eus pelloc’h e ranker mont gant ar c’harr avat.
Perzhioù mat : « ar valum » hag ar reier all, da lammat diwarno, an traezh fin, ar gwagennoù e fin miz Eost, ar panelloù hollvrezhonek tro-dro.
Perzhioù fall : an diaes m’eo mont di (ret eo anavezout mat an hent), ar bezhin hag al loustoni a vez a-wezhioù, an nebeud a blas pa vez kalz tud.
Enez-Groe – Ar Sableg Vras (56)
Sed un draezhenn hag a ranker anavezout ! Dibar-tre eo, dezhi stumm ur volz a ya war-zu ar Meurvor, en eneb d’an traezhennoù boas. Daou seurt traezh a gaver warni. Traezhenn vrasañ Enez-Groe eo. Adalek an Oriant ez eer gant ar vag da Borzh-Loeiz dindan 45 munutenn. Warlerc’h e ranker mont ur pennad mat (ha pignat da gentañ !) war droad pe war varc’h-houarn.
Perzhioù mat : an dour, al lec’h hag an endro.
Perzhioù fall : roc’h ebet ! Ha diaes a-walc’h eo tizhout an draezhenn.
Tennet eo ar pennad-se eus ar gelaouenn Bremañ, ar gelaouenn viziek hollvrezhonek. Klikit war al liamm-se evit koumanantiñ da Vremañ
Apprenez le breton : En six mois c’est possible !