Ar c’hilt : dilhad ar pennoù kleiz

Ha penn kleiz a-walc’h e vioc’h evit gwiskañ ur c’hilt ? Sed ar pezh a vez goulennet e filmig-brudañ tresadenn-vev ziwezhañ studioioù Disney ha Pixar, Brave. N’eus ket da souezhiñ o klevet un hevelep goulenn digant Amerikaned. Kavet e vez gwiskamantoù a seurt-se en o stalioù abaoe un nebeud bloavezhioù, n’int ket holl kiltoù giz Skos avat.

Kilt

Estreget Skosiz a vez gwisket klitoù ganto. Ijinet ez eus bet seurtoù tartan evit tud all, tud eus ar broioù keltiek evel-just, Iwerzhoniz, Kembreiz, Manaviz, Kerneveuriz ha Breizhiz abaoe ar bloavezhioù 2000 [s.o. Bremañ, niv. 277, miz Du 2004], Galiziz zoken, met ivez Normaned, Suised hag Estoniz.

Marc’had hag hengoun

Ur marc’had frouezhus eo deuet da vezañ evit Skos ha klasket e vez stourm eno a-enep ar c’hiltoù gwriet en ur mod industriel en estrenvro hag a vez kalz izeloc’h o c’houst. « Servietennoù kouronker » a vez graet eus ar brozhioù diwezhañ-se gant difennerien ar c’hilt giz Skos. Hervezo e rank ar c’hiltoù bezañ graet en o bro dezho diouzh ar reolennoù hengounel, da lavaret eo gant ouzhpenn seizh metrad gloan rik a dalvoudegezh uhel, da wriat gant an dorn.
Evel ma vez graet evit ar skoedoù-ardamez e vez marilhet pep tartan. Er-maez eus Bro-Skos e klot alies an doare tartan gant un tiriad. Treset ez eus bet un tartan disheñvel evit pep eskopti kozh eus Breizh da skouer, hag unan evit enez Eusa nevez zo. Kembreiz, diouzh o zu, o deus treset o zartan dezho da bep hini eus an anvioù familh stankañ douget en o bro, moarvat evit dreveziñ klannoù Skosiz. Dibabet ez eus bet ober lifre labour e implijidi eus ur c’hilt giz skos gant un embregerezh kanadian zoken, ur stal gwalc’hiñ gwer prenester e Calgary.

Un doare kilt nevez

Estreget brozhioù karrezennet a vez kinniget d’ar wazed hiziv an deiz er broioù a vez prenet kiltoù giz Skos enno. Ijinet ez eus bet un doare kilt nevez, graet gant lêr pe gotoñs, unliv peurliesañ (touellivioù lifreoù stourm an armeoù gant lod anezho), nozelennoù da waskañ ha chakodoù ledan ha don a-istribilh outo. Meur a verk zo en Amerika an Hanternoz : Utilikilt, Amerikilt, Alt-Kilt.

Paotr al lizhiri ha paotr e gilt

Gwriet e oa bet ar c’hilt kentañ a-seurt-se ouzhpenn dek vloaz zo gant un adaozer mirc’hi-tan, Steven Villegas, aet skuizh o wiskañ brageier berr pa zeue an amzer domm. Souezhet e voe gant berzh e giltoù. Gwerzhet e vezont a viliadoù hiziv an deiz. Goulennet en deus ur paotr-al-lizhiri amerikan, Dean Peterson, an aotre da lakaat ar seurt kilt e lifre e vicher zoken. Kinniget en doa da Aozadur broadel implijidi Post Amerika (NLCA) stourm evit-se met nac’het o doa pennoù ar sindikad-se d’e ginnig dic’hortoz war zigarez e oa dister ar goulenn betek re. N’eo ket Dean Peterson Skosad a orin met degaset e oa bet dezhañ ur c’hilt eus Bro-Skos gant e wreg bet o veajiñ eno, ha diwar-neuze ne fell ket mui dezhañ gwiskañ brageier ken rak kalz muioc’h en e aez emañ gant an dilhad-se. Gouez dezhañ e vefe re strizh dilhad e vicher evit e gorf postek hag e vefe gloazet ganto oc’h ober e droiadoù.

Ar penn kleiz berr e vrageier

Moarvat ne c’hellfe ket un hevelep giz deuet eus Amerika an Hanternoz astenn ken aes-all e kevandir Europa, ha pa vefed penn kleiz a-walc’h evit-se. Re greñv eo eno nerzh ar rakvarnioù. Disheñvel e vefe e Breizh-Veur marteze, boazet ma vez hec’h annezidi da welet tud gwisket gant dilhad broadel Skos, evel lod eus izili familh ar rouanez, priñs Kembre en o zouesk. Setu perak en doa kredet ur paotrig daouzek vloaz, gwir danvez politikour anezhañ, Chris Whitehead, gwiskañ ur vrozh en Impington Village College, e-kichen Cambridge. E vod e oa da glemm pa ne oa ket aotreet gwiskañ brageier berr en e skol, ha pa vefe tomm ruz an amzer. Merzet en doa ne oa ket bet resisaet er reolenn wiskañ e oa brozh al lifre evit ar merc’hed hepken. Ur brezegenn a reas dirak ar skolidi all bodet dirazañ evit displegañ abeg e emzoug hag aozañ a reas ur vanifestadeg ganto dre straedoù kêr evit reiñ da glevet ar c’hoant da gaout an aotre da wiskañ brageier berr. Trec’h e voe ar paotrig en e stourm. Gwir eo e oa bet sachet evezh tud ar mediaoù bras war an darvoud.

Tennet eo ar pennad-se eus ar gelaouenn Bremañ, ar gelaouenn viziek hollvrezhonek. Klikit war al liamm-se evit koumanantiñ da Vremañ

Apprenez le breton : En six mois c’est possible !

Articles similaires :

FERMER
FERMER