-
Deomp da zumba !
Prestik e vo an hañv ha ma vez brav an amzer e c’helloc’h fringal gant ho tilhad kouronkañ nevezflamm. Yen-sklas eo bet ar goañv siwazh ha surmat ho peus kemeret un nebeud kiloioù. Ne lavaran ket kalz, met peadra evit ma vefec’h direnket o tiskouez un tamm eus ho kroc’hen lardet-mat. Dreist-holl pa weler Shakira o fringal war ar skrammoù pe c’hoazh merc’hed dispont o pavaniñ dirak Michel Telo pa gan Ai se eu te pego. Un tammig e mod-se on ha n’on ket gwall entanet gant ar fed heuliañ un hentenn doare Weight Watchers pe c’hoazh Dukan evit koll pouez. Evit lavarout ar wirionez n’on ket sirius nag aketus…



