-
Back-Hold a live uhel e Kemper
D’ar Sadorn 23 a viz C’hwevrer e vo dalc’het e Kemper ur genstrivadeg Back-Hold etrebroadel. Ouzhpenn Breizhiz a vo gwelet o c’hweziñ war ballennoù Penharz. Gourenerien varrekañ Europa a zo bet pedet gant Skol Gouren Kemper. Stumm gouren Bro-Skos ha Kornôg Bro-Saoz (Cumbria) eo ar Back-Hold. Kenstrivadegoù e-leizh a vez eno e-pad an hañv. Unan diwar an daou stumm a ya d’ober kampionad Europa ar gourenoù keltiek eo ivez, gant gouren mod Breizh evel-just. AR BACK-HOLD Disheñvel-krenn eo ar Back-Hold diouzh hor gouren dre ma vez ur gward rediet, hag unan hepken. Tal-ouzh-tal e krog an daou c’hourener, daoulin dambleget, kein eeun, ha stagañ a reont pep hini o divrec’h…



