-
Ar c’hilt : dilhad ar pennoù kleiz
Ha penn kleiz a-walc’h e vioc’h evit gwiskañ ur c’hilt ? Sed ar pezh a vez goulennet e filmig-brudañ tresadenn-vev ziwezhañ studioioù Disney ha Pixar, Brave. N’eus ket da souezhiñ o klevet un hevelep goulenn digant Amerikaned. Kavet e vez gwiskamantoù a seurt-se en o stalioù abaoe un nebeud bloavezhioù, n’int ket holl kiltoù giz Skos avat. Estreget Skosiz a vez gwisket klitoù ganto. Ijinet ez eus bet seurtoù tartan evit tud all, tud eus ar broioù keltiek evel-just, Iwerzhoniz, Kembreiz, Manaviz, Kerneveuriz ha Breizhiz abaoe ar bloavezhioù 2000 [s.o. Bremañ, niv. 277, miz Du 2004], Galiziz zoken, met ivez Normaned, Suised hag Estoniz. Marc’had hag hengoun Ur marc’had frouezhus…
-
Distro-skol 2012 gant harp an Ofis publik
Dibar eo an distroskol er bloaz-mañ evit ar skolioù brezhonek. Ar wech kentañ e oa da servijoù Ofis publik ar brezhoneg labourat war diorren ar c’helenn divyezhek e-touesk e gefridioù pennañ. Frouezhus eo bet hervez ar sifroù embannet evit poent : pevarzek lec’h nevez a vo digoret er mizmañ. Daouzek vloaz zo ne oa ket bet kement-all. Abaoe fin 2010 emañ lod eus implijidi an Ofis publik o plediñ gant frammañ diorren ar c’helenn divyezhek. Gant distro- skol ar bloavezh 2012-2013 emañ an Ofis gant e vloavezh leun kentañ war an dachenn-se. D’an 29 a viz Eost e oa bet kinniget disoc’h al labour-se e-kerzh un emvod-kelaouiñ gant prezidantez an…
-
6 traezhenn da anavezout e Breizh
Gant 2 800 km aod ez eus peadra d’ober gant traezhennoù e Breizh. Gronnet etre Mor Breizh en norzh hag ar Meurvor Atlantel er su e kaver er vro kantadoù ha kantadoù a draezhennoù, ha reoù brudet en Europa a-bezh evel hini ar Baol da skouer. Reoù all, bihanoc’h met ken plijus all, a vo kinniget deoc’h amañ. Evidoc’h hon eus dibabet c’hwec’h anezho. Aod an Dimezelled (29) Anavezet e vez an draezhenn-se dre hec’h anv gallek ivez : La grève des Dames. Pironig eo anv gwirion an draezhenn-se hag e fin an 19vet kantved ez ae dimezelled d’an draezhenn-mañ, se zo kaoz e oa bet roet an anv-se. Un…
-
Deomp da zumba !
Prestik e vo an hañv ha ma vez brav an amzer e c’helloc’h fringal gant ho tilhad kouronkañ nevezflamm. Yen-sklas eo bet ar goañv siwazh ha surmat ho peus kemeret un nebeud kiloioù. Ne lavaran ket kalz, met peadra evit ma vefec’h direnket o tiskouez un tamm eus ho kroc’hen lardet-mat. Dreist-holl pa weler Shakira o fringal war ar skrammoù pe c’hoazh merc’hed dispont o pavaniñ dirak Michel Telo pa gan Ai se eu te pego. Un tammig e mod-se on ha n’on ket gwall entanet gant ar fed heuliañ un hentenn doare Weight Watchers pe c’hoazh Dukan evit koll pouez. Evit lavarout ar wirionez n’on ket sirius nag aketus…
-
Pretioù ar Galon
Abaoe an 29 a viz Meurzh eo echu koulzad goañv Les Restos du Coeur. Gellout a reer menegiñ ez eus bet degemeret er bloaz-mañ e Frañs ouzhpenn 900 000 den bemdez hag ez eus bet servijet 115 milion a bredoù dindan pevar miz. 200 000 den ouzhpenn zo bet degemeret dindan pevar bloaz. E Breizh ez eus bet degemeret ouzhpenn 50 000 a dud hag ez eus bet servijet kazi 6 milion a bredoù. Un niver a gresk ingal a-hed ar bloavezhioù siwazh. N’eo ket an hevelep kudennoù hag ar re a oa 25 bloaz zo gant an negez boued, met dre faot an enkadenn arc’hant kentoc’h, gant kevratoù labour…
-
C’est la rentrée ! Reprise des cours de langue bretonne pour adultes.
En cette rentrée 2010/2011, c’est l’occasion d’apprendre ou de réapprendre le breton dans la joie et la bonne humeur. De très nombreuses possibilités s’offrent à vous que vous soyez en Bretagne ou à travers le monde. Retrouvez la liste exhaustive des cours en cliquant sur ce lien Affiche ton Esprit Breton avec style et personnalité ! www.stered.eu
-
15 jours avant le départ de la deuxième Redadeg !
Il reste 15 jours avant le départ de la deuxième Redadeg ! Il reste 15 jours pour se mobiliser, 15 jours pour que nous soyons des dizaines de milliers sur le parcours. Il reste 15 jours pour que tous les km soient vendus et montrer ainsi haut et fort notre volonté d’aller de l’avant avec notre langue. Il reste des kilomètres à combler : en Loire Atlantique, entre Saint-Brieuc et Carhaix, entre Châteaulin et Landerneau. La Redadeg c’est une occasion unique pour les Bretons d’exprimer de manière festive, publique et joyeuse, en breton, leur attachement à leur langue. Parions que dans 15 jours, les 1200 km du parcours auront tous…
-
France 3 et la langue bretonne
Coup de projecteur sur l’offre de programmes en langue bretonne proposée tout au long de l’année par France 3 Bretagne. Actualités, programme jeunesse, magazine musical et culturel, rendez-vous citoyens, rencontres intimistes, portraits atypiques, documentaires… rythment l’offre de programmes en breton adaptée aux réalités contemporaines et sous-titrée en français dans sa quasi totalité. Si cette offre de programme est encore loin d’être pléthorique, elle a le mérite d’exister. En média global, la chaîne donne aussi la possibilité aux internautes et télénautes du monde entier de voir ou revoir en vidéo, 24/24, les programmes en langue bretonne sur le web: france3.fr, ou en cliquant sur les liens suivants : MOUCHIG…















