• E Brezhoneg

    Edouard Leclerc, tad ar gourmarc’hadoù

    Boas omp hiziv an deiz ouzh ar gourmarc’hadoù ha diaes eo deomp krediñ eo bet disheñvel bed ar c’henwerzh, n’eus ket keit-se c’hoazh. Er bloaz-mañ eo aet d’an Anaon ur c’hrouer gourmarc’hadoù brudet, ha moarvat an embreger breton brudetañ dre ar bed : Edouard Leclerc. Nouspet prezegenn en e enor a zo deuet da-heul e varv, war an ton bras, gant mediaoù meur koulz e Breizh, koulz e Pariz, hag en estrenvro zoken. Peseurt den e oa, ha petra en deus graet ? Taolomp ur sell eta. N’eo ket souezh e oa bet savet an asagn E. Leclerc e Leon, ur vro merket-mat gant ar spered embreger, ur vro e-lec’h…

  • E Brezhoneg

    Distro-skol 2012 gant harp an Ofis publik

    Dibar eo an distroskol er bloaz-mañ evit ar skolioù brezhonek. Ar wech kentañ e oa da servijoù Ofis publik ar brezhoneg labourat war diorren ar c’helenn divyezhek e-touesk e gefridioù pennañ. Frouezhus eo bet hervez ar sifroù embannet evit poent : pevarzek lec’h nevez a vo digoret er mizmañ. Daouzek vloaz zo ne oa ket bet kement-all. Abaoe fin 2010 emañ lod eus implijidi an Ofis publik o plediñ gant frammañ diorren ar c’helenn divyezhek. Gant distro- skol ar bloavezh 2012-2013 emañ an Ofis gant e vloavezh leun kentañ war an dachenn-se. D’an 29 a viz Eost e oa bet kinniget disoc’h al labour-se e-kerzh un emvod-kelaouiñ gant prezidantez an…

  • E Brezhoneg

    6 traezhenn da anavezout e Breizh

    Gant 2 800 km aod ez eus peadra d’ober gant traezhennoù e Breizh. Gronnet etre Mor Breizh en norzh hag ar Meurvor Atlantel er su e kaver er vro kantadoù ha kantadoù a draezhennoù, ha reoù brudet en Europa a-bezh evel hini ar Baol da skouer. Reoù all, bihanoc’h met ken plijus all, a vo kinniget deoc’h amañ. Evidoc’h hon eus dibabet c’hwec’h anezho. Aod an Dimezelled (29) Anavezet e vez an draezhenn-se dre hec’h anv gallek ivez : La grève des Dames. Pironig eo anv gwirion an draezhenn-se hag e fin an 19vet kantved ez ae dimezelled d’an draezhenn-mañ, se zo kaoz e oa bet roet an anv-se. Un…

  • E Brezhoneg

    Istor Breizh evit an holl, un trec’h dudius war ar raksoñjoù

    Betek bremañ e oa diaes lakaat Istor Breizh da vezañ anavezet gant ar brasañniver, gant tud eus kement rummad sokial pe rummad oad zo war un dro. N’eo ket gwir ken a-drugarez d’an Audio Histoire de Bretagne pour tous gant Jean-Jacques Monnier hag Olivier Caillebot. Istor Breizh a vo kontet deoc’h e-kerzh 80 pennadig-kaoz, war peder fladenn, hag ur gaer a levrig evit gouzout hiroc’h. Diwar ar 5 000 skouerenn bet embannet gant Skol Vreizh ez eus bet gwerzhet an hanter en ur ober daou viz. Kement prezegenn pe sonadeg bet aozet da-heul en deus graet berzh bras. En ul levrdi e Gwened eo ar best-seller er mare-mañ, da skouer.…

  • E Brezhoneg

    Pretioù ar Galon

    Abaoe an 29 a viz Meurzh eo echu koulzad goañv Les Restos du Coeur. Gellout a reer menegiñ ez eus bet degemeret er bloaz-mañ e Frañs ouzhpenn 900 000 den bemdez hag ez eus bet servijet 115 milion a bredoù dindan pevar miz. 200 000 den ouzhpenn zo bet degemeret dindan pevar bloaz. E Breizh ez eus bet degemeret ouzhpenn 50 000 a dud hag ez eus bet servijet kazi 6 milion a bredoù. Un niver a gresk ingal a-hed ar bloavezhioù siwazh. N’eo ket an hevelep kudennoù hag ar re a oa 25 bloaz zo gant an negez boued, met dre faot an enkadenn arc’hant kentoc’h, gant kevratoù labour…

  • Evénements bretons

    15 jours avant le départ de la deuxième Redadeg !

    Il reste 15 jours avant le départ de la deuxième Redadeg ! Il reste 15 jours pour se mobiliser, 15 jours pour que nous soyons des dizaines de milliers sur le parcours. Il reste 15 jours pour que tous les km soient vendus et montrer ainsi haut et fort notre volonté d’aller de l’avant avec notre langue. Il reste des kilomètres à combler : en Loire Atlantique, entre Saint-Brieuc et Carhaix, entre Châteaulin et Landerneau. La Redadeg c’est une occasion unique pour les Bretons d’exprimer de manière festive, publique et joyeuse, en breton, leur attachement à leur langue. Parions que dans 15 jours, les 1200 km du parcours auront tous…

FERMER
FERMER