Back-Hold a live uhel e Kemper

Frazer Hirsch (Bro- Skos) oc'h ober un "inside hype" da Florian Le Reste (Skol ar Faoued).
Frazer Hirsch (Bro-Skos) oc’h ober un « inside hype » da Florian Le Reste (Skol ar Faoued).

D’ar Sadorn 23 a viz C’hwevrer e vo dalc’het e Kemper ur genstrivadeg Back-Hold etrebroadel. Ouzhpenn Breizhiz a vo gwelet o c’hweziñ war ballennoù Penharz. Gourenerien varrekañ Europa a zo bet pedet gant Skol Gouren Kemper. 

Stumm gouren Bro-Skos ha Kornôg Bro-Saoz (Cumbria) eo ar Back-Hold. Kenstrivadegoù e-leizh a vez eno e-pad an hañv. Unan diwar an daou stumm a ya d’ober kampionad Europa ar gourenoù keltiek eo ivez, gant gouren mod Breizh evel-just.

AR BACK-HOLD

Disheñvel-krenn eo ar Back-Hold diouzh hor gouren dre ma vez ur gward rediet, hag unan hepken. Tal-ouzh-tal e krog an daou c’hourener, daoulin dambleget, kein eeun, ha stagañ a reont pep hini o divrec’h a-dreñv kein egile (alese an anv). Tremen a ra ar vrec’h kleiz a-us skoaz egile, an hini dehou dindan. Evit gounit ur poent e ranker lakaat egile da gouezhañ, mod pe vod, pe lakaat anezhañ da zistagañ e zaouarn. N’eus padelezh resis ebet d’ar c’hrogadoù. Mont a ra ar maout gant an hini a zeu teir zroiad gantañ.

AR GENSTRIVADEG

Evit an unnekvet gwech e vo dalc’het ar genstrivadeg vras-se. Kroget e oa an traoù e Rostrenenn e 2003 ha kendalc’het e Karaez hag e Gwipavaz da c’houde (betek warlene). E Kemper e vo dalc’het evit ar wech kentañ neuze. Ma’z eo lies ar gourenadegoù er vro, an digarez nemetañ da arvestiñ ouzh krogadoù Back-Hold gwir e Breizh eo ar genstrivadeg-mañ.

ISLANDIZ PEDET

Island a vo ar vro kouviet er bloaz-mañ dre ma vo dalc’het kampionad Europa ar gourenoù keltiek e Reykjavik e miz Ebrel. Gouren o bro, ar glima, a veze graet gant ar Vikinged c’hoazh (ur stumm iskis un tamm eo, gant ur gouriz lêr). Ouzhpenn gourenerien enezenn ar menezioù-tan a vo tro da welet war ballennoù Kemper. Ordin e teu Skosiz ha Saozon varrek da ziskouez piv eo mistri ar Back-Hold. Pedet ez eus bet ivez gourenerien a Vro-Spagn (León, Cantabría…) pe c’hoazh a Sardigna (tost-kenañ eo gouren an enezenn, ar S’Istrumpa, ouzh hini Bro-Skos).

D’ar Sadorn 23 e vo neuze an abadenn. Kregiñ a raio ar c’hrogadoù kentañ e-tro un eur goude-merenn, gant ar vugale da gentañ. Stumm ur c’hampionad eo, gant ar gourfennoù er fin evel-just. Ar c’hrogadoù tennañ e fin an abardaevezh kentoc’h neuze. Bec’h ‘vo me ‘lâr deoc’h !

Tennet eo ar pennad-se eus ar gelaouenn Bremañ, ar gelaouenn viziek hollvrezhonek. Klikit war al liamm-se evit koumanantiñ da Vremañ

Apprenez le breton : En six mois c’est possible !

Articles similaires :

FERMER
CLOSE